
Arock, Bretonel – Théodore Botrel

Arôk, potred, gant « Rozali » ruziet
Gant goad ar « Boched » miliget ;
Leun a gouraj, lavaromp, laouen :
Frans da Virviken !
Frans da Virviken !
Ar Bleizi lous zo guzet n’o zoullou :
Arôk ebars o « zranchéou » !
Tann ha Kurun war o c’hein melen !
Frans da Virviken !
Frans da Virviken !
An Tour d’Auvergne ha Gwesklin zo aman
O nijal ûs hor Rejiman
Evit vouc’ hal, ive, d’o mipien :
Frans da Virviken !
Frans da Virviken !
Gant pebez joa — achu mad ar Brezel —
Ni adwello hon Breiz-Izel !
Ni gano c’hoas, « euz a bouez hon fenn :
Breiz da Virviken !
Breiz da Virviken ! »






















